Linus Torvalds
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Linus Benedict Torvalds, ganet an 28 a viz Kerzu 1969 e Helsinki e Finland, a zo ur stlennegour finlandat. Anavezet eo evit bezañ krouet e 1991 kraoñell Linux, hag a roio goude ar reizhiad korvoiñ GNU/Linux. Kenderc'hel a ra hiriv an deiz gant diorroadur hennezh.
Taolenn |
[kemmañ] Buhezskrid
Ganet eo Linus Torvalds e Helsinki, kêr-benn Finland, mab d'ar gazetennourien Anna ha Nils Torvalds, ha mab-bihan d'ar barzh Ole Torvalds. Svedegerien eo e dud (Finlandssvensk), yezherien a ya d'ober 5.5% eus annezidi Finland. Bet eo Torvalds e Skol-Veur Helsinki etre 1988 ha 1996, ha taêt gantañ ur vestroniezh war ar stlenneg er NODES research group. Paouezet e oa gant e studioù goude ur bloavezh pa oa aet d'an arme, ha tapet gantañ galoñsoù betek bezañ eil-letanant. Jediñ a rae durc'hadurioù ha treug an tennoù. E 1990, adkemere en deus e studioù er skol-veur, ha dizloet en deus UNIX evit ar wech kentañ, en e stumm DEC MicroVAX o lakaat da dreién ULTRIX.
E dedenn evit an urzhiataeroù en deus kroget gant ar Commodore VIC-20. Goude ar VIC-20, prenet en deus ar Sinclair QL, lec'h m'en deus cheñchet e reizhad korvoiñ. Programet en deus ur yezh asambliñ hag un editour testenn evit ar QL, hag ivez un nebeut c'hoarioù. Anavezet eo evit bezañ skrivet ur gopienn eus Pac-Man, anvet Cool Man. D'an 2 a viz Genver 1991 en doa prenet un IBM-PC gant un Intel 80386 ha chomet e oa ur mizvezh o c'hoari Prince of Persia a-raok resev e skouerenn eus MINIX ar pezh en deus lakaet anezhañ da labourat war Linux.
Linus Torvalds a zo dimezet gant Tove Torvalds. Kejet o deus evit ar wech kentañ e diskar-amzer 1993. Torvalds a oa o kinnig e poelladennoù evit urzhiataeroù labourva ha laret en deus d'ar studierien da gas dezhañ un e-mail evit un test, ha Tove en deus kaset dezhañ un e-mail o c'houlenn un emgav. Tove ha Linus a zo bet dimezet diwezatoc'h hag o deus bet teir merc'h, Patricia, Daniela, ha Celeste.
Goude un dro e Transmeta e fin 1996, asantet en deus ur plas en embregerezh e Kalifornia, lec'h m'en deus labouret eus miz C'hwevrer 1997 betek miz Even 2003. Goude ez eo aet en Open Source Development Labs, a zo goude aet gant ar Free Standards Group evit dont da vezañ Linux Foundation. E miz Even 2004, Torvalds hag e familh a zo aet e Portland, Oregon, evit bezañ tostoc'h eus karterioù OSDL.
E vaskotenn personel a zo ur mank (evn) anvet Tux, hag a zo bet kalaet gant kummuniezh Linux evel moskotenn ofisiel kraoñel Linux. Lar a ra ez eo an open-source an doare nemetañ da grouiñ poelladoù vat, larêt en deus ivez e implij an ostilhoù gwellañ evit labourat, memes ma z'eus enno poelladoù perc'henn.
Er c'hontrol eus pep brasañ pennoù-bras an Open Source, Linus Torvalds a chom kuzh hag a nac'h alies reiñ evezhiadennoù war ar reizhadoù korvoiñ all evel Windows. Padal reaktiñ a ra gant nerzh pa vez lavaret traoù diwar-benn Linux.
Lavaret en deus Linus e 2009 e oa deuet da vezañ Linux divent ha spouronus ha ne oa ket mui ar c'hraonell skañv ha efedus en doa raktreset p'en deus kroget da diorroiñ ar reizhad. Kement-se a zo komprenus dre m'eo ur reizhad open-source hag e c'hell pep hini cheñch ar c'hod orin. Ouzhpenn da-se ez eo Linux gouest da dreiñ war an holl urzhiateroù ha zoken pellgomzerioù hezoug galloudus, ar pezh a gemer plas.
[kemmañ] Frazennoù brudet
- Software is like sex, it's better when it's free! : « Ar poelladoù a zo evel ar reizh, gwelloc'h eo pa 'z eo digoust ! »
Posubl eo e vefe e spered Linus e talvesfe free kentoc'h dieub pe frank, dre ma dalv free e saozneg an daou c'her.
- If 386BSD had been available when I started on Linux, Linux would probably never had happened.. : « Ma 386BSD a vefe amañ pa oen o kregiñ gant Linux, sur a-walc'h ne vije ket bet eus Linux.
- An dud a zo kreizennet war ar surentez a zo tud a ne c'houzañvan ket. Krediñ a ran ez eo tud OpenBSD ur strollad marmouzed o c'hoari bazh-noilh dre ma kemeront ar surentez gant kement a dalvoudegezh ken ne 'z eus netra all evito.
[kemmañ] Levrioù
- Linus Torvalds, David Diamond : Just for Fun: The Story of an Accidental Revolutionary, NY, HarperBusiness, 2001, ISBN 0066620724.
[kemmañ] Enor
- An asteroidoù (9793) Torvalds ha (9885) Linux a zo bet anvet en enor dezhañ: dre ma'z eo digor kod-eien Linux d'an holl eo bet implijet e meur a sistem jediñ, detektiñ hag analizerezh asteroidoù.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en) blog Linus Torvalds
- (en) pajenn pesronel kozh Linus Torvalds
- (en) kentañ meneg eus Linux war Usenet
Miniony tydzień na rynku złotego upłynął pod znakiem lekkiej korekty notowań polskiej waluty.
Kończący się tydzień rozpoczął się od umocnienia złotego, ale przez większą jego część na rynku lekką przewag ę mieli sprzedający.
Kluczowe znaczenie będą mieć dzisiaj dane o sprzedaży detalicznej w USA (godz. 14:30) i nastrojach konsumenckich Uniw. Michigan (godz. 15:55).